A-drugarez da Jean-Jacques Hénaff, patron an embregerezh Hénaff e-pad tost 40 vloaz, eo deuet ar pate Hénaff da vezañ niverenn unan ar voestoù pate gall. Tavus hag arwarzh, mirour hag evezhiant ouzh ar gudennoù sokial, modern ha stag ouzh an hengounioù, enebet ouzh finañsiadur an ekonomiezh hag hini e embregerezh, divountet e vez gantañ leun a raksonnjoù diwar-benn ar batroned.
Tudenn dudius, kizidik d’ar fent, da soutilded an arz evel efedusted al luganioù, konter entanet hag entanus, Jean-Jacques Hénaff n’eo ket maez eus dislavarennoù an agro-industriezh breizhad, hag er memes mare e chom eñ un arouez eus dibaregezh e batronad. A-benn goulennata e hentad, istor e brodu millvrudet, hag istor an amzer a-vremañ, ar re enebet pe a-du gantañ, e vez ergerzhet gant ar poltred-mañ dre ur sell dibar, a-dreuz ur c’hantved a cheñchamantoù war ar maez.