Al lapin a C’haloup bepred

Sinopsis

Gwechall patronez un davarn war ar maez, echu he deus Yvonne gant he labour 3 vloaz ’zo, ha bevañ a ra c’hoazh er memes lec’h. Ouzhpenn 80 vloaz ’zo ganti, hag en he herr eo avat ! Gwellaourez penn da benn eo hi, troet war-zu an amzer a-vremañ hag an dazont. Koulskoude e chom prezant-tre istor al lec’h en ostaleri kozh. Kalz tud a vez o tremen da welet Yvonne, hag hiziv eo Yann, ar skrivagner bigouter. E brezhoneg e vezont o kaozeal. E brezhoneg hepken, he yezh-vamm, e vez digoret he galon gant Yvonne, en ur ober he vad eus ar fed n’eo ket muiñ hi un dudenn publik. Ur gaozadenn don ha saourus !

Fichenn deknikel

  • Réalisateur : Gérard Alle
  • Auteur : Gérard Alle
  • Padelezh : 26 munutenn
  • Bro : Frañs
  • Yezh : Galleg
  • Produadur : Laurence Ansquer
  • Produerien dileuriet : Tita Productions, Tita B Productions
  • Kenbroduadur : TVR, Tébéo, Tébésud
  • Gant sikour : CNC, Procirep Angoa, Rannvro Breizh, France Télévisions, TVR, Tébéo, Tébésud, Brezhoweb
  • Skignadur : France Télévisions, TVR, Tébéo, Tébésud, Brezhoweb
  • Fiñvskeudenniñ : Pouldreuzig
  • Rummad : Teulfilmoù
  • Festivalioù : Gouel ar filmoù
  • Bloavezh : 2016

portfolio

festival festivals